Paroles de Henri du RUSQUEC - Musique de L. VIDAL. Arr. Mouton Rayé
- War ar menez ar bastored A-greiz diwall o deñvedigou, Kerkent en noz sklêrijennet O-deus klevet e barr an neñvou:
D: Nouel ! Nouel ! Nouel da Jezuz ! (2 w)
-
A-berz Doue eur burzud braz War an douar a zo c’hoarvezet; Hag an êlez a respontas: « Eur Zalver evidoc’h ‘zo ganet. »
-
Hag ar bastored etrezo, An eil d’egile a lavare: Kerzom, bremaig ni a welo Or Zalver, or mestr hag or Roue.
-
En eur c’hraou digor d’an amzer Ha war eun tammig plouz astennet Eno e weljont ar Zalver, Ar bugelig nevez-mailluret.
-
Evel ar bastored sentuz Ouz an êlez o-doa bet klevet, Ni hoc’h ador, Mabig Jezuz, Epad an nozvez-mañ benniget.